Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust


Petra a c'hoarvez gant Obama ?

War a seblant emañ ar berc'h warnañ bremañ. Ha souezhet lod eus an dud rak doare oa dezhañ bezañ c'hortozet evel ar Mesiaz. Ha lod all da lavaret ne oa ket bet degemeret ken mat-se ar gwir Vesiaz ivez.

Meur a bennad er c'hazetennoù pe er blogoù a zispleg deomp ar rag hag ar perag evel-just.

Diwar ar pezh a lavar an Ao. David Brooks en New York Times, ne fell ket d'an Amerikaned e vefe o frezidant o lakaat e fri e pep tra. Ur seurt Sarkozy ha pa ne vefe ket Bling-Bling eveltañ : "Even in blue states like Massachusetts, voters want a government that is energetic but limited — a servant, not a leviathan." (*) eme David Brooks diwar-benn an dilennadeg bet nevez-dalc'het da erlec'hiañ Ted Kennedy, Doue d'e bardono. Kollet eo bet gant tu Obama.

A-hend-all n'int ket sur e vefe gwell dezho kemer doareoù armerzh Europa. Gant an enkadenn e soñje koulskoude d'an den e vefe aet ar Stadoù Unanet skuizh gant ar frankizouriezh. Paul Krugman, an armerzhour brudet ha priz Nobel, en deus skrivet zoken ur pennad en New York Times da lavarout e oa kement startijenn en Europa hag en Amerika daoust d'an telloù hiroc'h en hor c'hevandir.
Hag eo gwir marteze en deus kresket armerzh Europa kement hag hini ar SU er bloavezhioù tremenet. Koulskoude delc'her a ra ar PBG(**) dre annezad da vezañ izeloc'h awalc'h amañ eget en tu all d'ar mor Atlantel. Pezh zo diskouezet splann gant an taolennoù-mañ : amañ hag amañ. Bremañ emañ ar from eus an enkadenn o pellaat hag an ezhomm d'adlañsañ an armerzh o vont war gresk. Setu ma vo techet an Amerikaned da zistreiñ d'o gizioù kozh, ar re a gav dezho o doa degaset berzh en diagent.

(*) Evit gwir er stadoù glaz evel Massachusetts zoken, an dilennerien a fell dezho kaout ur gouarnamant a zo startijenn gantañ. Koulskoude e fell dezho e vefe lakaet harz dezhañ ivez : Ul Leviathan n'eo ket, ya ur mevel !

(**) Produadur Broadel Gros

yann_a — 2010-02-07 GTM 1 @ 21:40

Gwelet/Skrivañ un notenn digg it | del.icio.us

Adlakaat skiant vat er skoazell diorren

Gant ar gwall-reuz en Haiti ez eus bet komz adarre eus planedenn skrijus ar vro-se, a vev hec'h annezidi en dienez vrasañ abaoe pell amzer. Dre zegouezh ec'h embann Telerama ar sizhun-mañ (*) ur pennad-kaoz diwar-benn ar baourentez er broioù war ziorren.

Un armerzhourez yaouank an hini a zo bet aterseet, Esther Duflo hec'h anv, hag hi aet d'ar MIT er Stadoù Unanet da gendelc'her gant e studi abalamour dezhi da vezañ mennet da bleustriñ eno kentoc'h eget da zamkaniñ e Bro-C'hall.

Hervezi n'emañ ar gwir gant hini ebet eus an div zamkaniezh diorren anavezetañ : pe skoazell ar broioù paour pe soubenn anezho en armerzh marc'had.

Dibosupl ivez en em lakaat e plas an dud paour. Hag int beuzet diehan en ur mor a gudennoù n'anavezomp ket, n'eus ket tu deomp ijinañ o emzalc'h a gavomp diboell a-wechoù. Asantiñ a raint bezañ sikouret diouzh ma vo diboan evito.

Neuze ne vo gouezet petra a ya mat en-dro ha petra ned a ket nemet dre arnodiñ hag muzuliañ pizh seul taol. Emañ Esther Duflo oc'h ober se evel-just. Setu bet savet ganti un aozadur e-maez-gouarnamant, J-Pal e anv, arc'hantet gant Skol-Veur MIT.

(*) N° 3131, 13 a viz genver 2010

yann_a — 2010-01-17 GTM 1 @ 18:37

digg it | del.icio.us

Da zistreiñ spered an den diouzh Kopenhag

Evit d'an disoc'hoù e Kopenhag bezañ dister e c'hell c'hoazh an den ober un dra bennak drezañ e-unan en e vuhez bemdez. Setu pezh 'm eus kavet war ur blog danad :

  1. Debriñ muioc'h a legumaj ha nebeutoc'h a gig
  2. Paouez da drouziviañ an tredan hag an dour dre eveshaat ar beverezh anezho. Kavout an eienennoù-trouziviañ sistematik hag o raskañ.
  3. Ober gant ur c'harr-tan hag a zilaosk nebeud a CO2
  4. Mont gant ar marc'h-houarn pe an treñ pa ne vez ket ret mont gant ar c'harr-tann. Pe zougen meur a hini er c'harr-tan.
  5. Derc'hel pell-emvodoù e-lec'h beajiñ.
  6. Prenañ boued-bro e-lec'h boued bet emporzhiet
  7. Sellet nebeutoc'h ouzh ar skinwel ha lenn muioc'h eus al levrioù a zo bet prenet dija
  8. Prenañ traoù adaozet kentoc'h eget traoù nevez
  9. Izelaat ar gwrezverk er saloñs gant un derez ha gwiskat ur pull-over ouzhpenn ma 'z eus ezhomm
  10. Koueziañ da 30 derez gwrezverk.
  11. Difuiñ an ti pa vez hennezh kozh a-walc'h
  12. Dilezel ar c'harr-nij evit ar beajoù berr
  13. Plantañ gwez
  14. Ober gant klorennoù izel o beverezh
  15. Staliañ ardivinkoù gremm heol da broduiñ pe dredan pe dour tomm
  16. Lakaat ar boued er forn pa vez yen hennezh c'hoazh. Lazhañ ar forn un tammig a-raok ma vo prest ar boued ha lezel hennezh e-barzh betek ma vo poazh (Mar n'ho peus ket aon rak mont un tammig "er-maez eus ar park"evel-just !)

Rannit ho kinnigadenn gant re all. Savit un evezhiadenn

yann_a — 2009-12-27 GTM 1 @ 16:35 Tikedennoù:

Gwelet/Skrivañ un notenn digg it | del.icio.us

Poent bras eo

Lakaad an here an hini a zo d'ober bremañ a-raog an Nedeleg.

Setu pezh a lavar ar c'horrigan-mañ deomp. Er ster skeudennet an hini eo da gomprenn, hervez Jules Gros bepred.

DSC04327

yann_a — 2009-12-23 GTM 1 @ 19:50 Tikedennoù:

Gwelet/Skrivañ un notenn digg it | del.icio.us

Nedelg laouen

Ha grit diouz an dra-mañ pa vez amzer c'hoazh:

"Lakaad an here an hini a zo d'ober bremañ a-raog an Nedeleg."

Da gomprenn diouzh e ster skeudennet hervez Jules Gros!

DSC04327

yann_a — 2009-12-23 GTM 1 @ 11:24

Gwelet/Skrivañ un notenn digg it | del.icio.us

Pariz Vras o vont da "gêr-ved"

An tour Eiffel ha la Défense

Fellout a ra d'ar gouarnamant lakaat a-gevred Pariz intra-muros hag ar c'humunioù war he zro da sevel "Pariz Vras". Marteze diouzh skouer "Greater London" a zo bet savet un deg vloazh zo. Anvet eo bet Christian Blanc da Sekretour Stad d'ober war-dro an dra-se.

Emañ hennezh o paouez kinnig e raktres da Boelgor Diorren Padus Departamant an Yvelines pe Rannvro Enez-Frañs; n'eo ket lavaret pehini gant Le Parisien. D'an 23-24 a viz Du e vo sellet pizh outañ gant ar Vodadenn Vroadel.

Ober eus Pariz ur "gêr-ved" (1) eo pal Christian Blanc. D'hen ober e vo klasket lakaat da 4% he feur kreskañs. 1 milion a implijoù nevez a vefe savet en ur ober 15 vloazh. Seizh pol ekonomiezh a vo. Uhelgompezenn Saclay, etre Saclay ha Versailles, a deufe da vezañ "ur greizenn skiant ha teknologiezh bedel he ment". An tolead etre Saclay hag Evry a vefe "traoñienn ar bioteknologiezhoù ha skiantoù ar vuhez". Kement-se a vefe graet e-ser postañ 35 miliard a euroioù.

Yann Breizhat a zeu div c'houlenn d'e spered  :

  • Ar greskañs-se, hag e teuio evit mad ar rannvroiou pe diwar o c'houst ? Kreñv-kenañ eo 4%. N'eo ket bet tizhet gant Frañs a-bezh er bloavezhioù tremenet ha ne vo ket a dra sur en dazont.
  • Penaos e vo gouarnet an tolead-kêr nevez ? Gant ar Stad war-eeun ? Pe digreizennet e vo er memes mod hag ar penn-gêrioù pe vetropolennoù nevez a vo savet da geñver reform ar c'humuniezioù tolead zo war ar stern.

(1) ville-monde

yann_a — 2009-11-02 GTM 1 @ 16:26 Tikedennoù:

Gwelet/Skrivañ un notenn (1) digg it | del.icio.us

Telerama - Design

telerama pajenn gentañDiwezhat on un tamm. Met marteze es eus tu da brenañ anezhi c'hoazh. Niverenn Telerama eus ar sizhun all (3119) a zo un doser diwar-benn an design e-barzh. Pled 'm eus taolet d'an interview gant Philippe Starck. N'on ket sot gant ar pezh a ra med komz a ra brav diwar-benn mod d'ar bed da emdreiñ.

yann_a — 2009-10-27 GTM 1 @ 17:07

Gwelet/Skrivañ un notenn digg it | del.icio.us

Kresk pe zigresk ? Nav harz ar planed-douar

Aet droug er "gelionenn" peogwir e kav dezhi n'eus ken nemed ur soñj simpl e spered an dud : adkavout kreskañs en ekonomiezh. Hag hi o lavar kement-se amañ. An dud a soñj dezho, emezi, e vo diskoulmet neuze hor c'hudennoù a-vremañ. Ankounac'haet ganto ar freuz hag ar reuz zo degouezhet daoust d'ar c'hreskañs pe abalamour dezhañ.

Me ne gav ket din ivez e vefe prest an dud da asantiñ d'an digreskañs. Koulskoude e komprenont eo ret cheñch doareoù ar c'hreskañs paneve ken evit doujañ d'an endro.

Pegement e c'hallo ar planed-douar gouzañv hep na vo roet loc'h da brosesusoù diamginus ? Setu pezh o deus klasket tud Kreizenn Reziliañs Stockholm da c'houzout. Kavout a ra dezho ez eus nav harz a vo gwell chom hep mont en tu-hont dezho :

1.- Gwiskad ozon ar stratosferenn

Gwarez a ra ar vuhez war an douar diouzh skinadur ultra-violet an heol. Ober gant produioù kimiek evel ar freon en doa toullet ar gwiskad ozon. Berzet eo bremañ implijout an danvezioù-se er bed a-bezh. Setu digor an hent d'ar gwiskad ozon da wellaat a-nebeudoù.

2.- Ar bioliesseurter

War vihanaat e ya bioliesseurter ar planet-douar buannoc'h eget biskoazh e-kerzh istor mab-den. Pa vez kalz a spesadoù o vont da get ha pa vez spesadoù all oc'h aloubiñ tachennadoù nevez e c'hall bezañ direizhet stabilder an ekosistemoù.

3. Strewadur produioù kimiek

Strewadur kompozadoù kimiek padus evel metaloù, kompozadoù organek liesseurt, radionukleidoù a zo e-touez ar cheñchamantoù-alc'hwez a zo kiriek mab-den dezho. Meur a skouer a zo eus an efedoù additivel ha sinergiel diwar ar c'hompozadoù-se. Nec'hus eo dreist-holl efed ar frouezhuster o tigreskiñ hag hini potañsial ar gwallaozañ genetikel hollbad.

4. Cheñchamant an hin

Emañ bremañ 387 ppmv CO2 en aergelc'h. Sinoù ez eus bet a-nevez ez eo tra-walc'h da vezañ en tu-all d'an harz. Pegeit e c'hello ar bed chom evel-se hep ma vo cheñchamantoù diamginus. Eno emañ an dalc'h.

5. Ar mor o trenkaat

Ouzhpenn an hin a zo cheñchet gant an dilaoskadennoù CO2. Trenkaat a ra ar mor pa vez disolvet ar CO2 gantañ. Efediñ a ra da gentañ an organegi krogen pe skeledenn dezho. War-lerc'h, diwar cheñchamant ekosistemoù ar mor e c'hallo mont war vihanaat krenn ar poblañsoù pesked.

6. Uzañs dour dous ha sikl hollek an dour.

Bremañ eo mab-den an nerzh mestr a zetermin fonksion ha loderezh dour dous ar planed-douar. Gortozet e vez e vo 500 million a dud a vo berr an dour dous ganto e 2050.

7. Cheñchamant sistem leur an douar

Koajoù, tachennoù gleb ha seurtoù natur all a ya da douar labour e pep lec'h er bed. Ar cheñchamantoù-se o deus heuliadennoù evit ar bioliesseurter, an hin, red an dour, sikl ar c'harbon ha sikloù all. Efediñ a ra toueziadur ar cheñchamantoù lec'hel ha rannvroel sistem ar planed-douar a-bezh.

8.- An nitratoù hag ar fosfor o strewiñ er biosferenn hag er morioù

Al labour-douar modern en-deus kemmet spontus red an azot hag ar fosfor en natur. Gwall saotret en deus an endro-dour, direizhet he ekosistemoù ha kengraet d'an efed ti-gwer.

9. aerosolioù o kargañ an aergelc'h

Ur strewadenn partikulennoù munut en ur gaz eo un aerosol. Ar partikulennoù-saotrañ, diwar loskidigezh al loskantoù fosil da skouer a efediñ yec'hed mab-den. Bep bloaz e varv 800.000 den kent termen gant se. Efediñ a ra an hin ivez dre cheñchamantoù-furmañ ar c'houmoul pe dre aktiñ evel gazoù efed ti-gwer.

Lakaet o deus skiantourien Stockolm o istimadenn eus stad an traoù war un daolenn :

 (skeudenn tennet eus lec'hienn Stockolm Resilience Center)

Gwelet a rit. Poent bras e vefe cheñch penn d'ar vazh war deir zachenn d'an nebeutañ !

yann_a — 2009-10-12 GTM 1 @ 15:05 Tikedennoù:

Gwelet/Skrivañ un notenn digg it | del.icio.us

A gavell da gavell : un emsav-endro nevez

War zilerc'h mab-den e chom pell-pell e roudoù da welet : dismantroù diwar e savadurioù ha traouezoù diwar e vuhez bemdez. Bez ez eus ivez an dilerc'hioù eus e c'hreanterezh, en o souez ar re nukleel, pe an danvez steuziet da-viken: eoul-maen,  glaou, ha m.o.m.

Cradle to Cradle

War zilerc'h al loened pe an amprevaned, goude ur pennad amzer, n'eus mui tres ebet anezho.

CENTRUM VOOR INNOVATIE VAN DE BOUWKOLOM

(photo : centrum voor innovatie Van de Bouwkolom)

Setu. C'hoant da zreveziñ ar re-se zo deuet da c'hreanterien zo. Ha roet lañs neuze d'al luskad a vez graet "cradle to cradle" dioutañ e Saozneg. "A gavell da gavell" e Brezhoneg. D.l.e. ar produioù hag an dilerc'hioù a rank bezañ adlakaet da dalvezout da virviken, e-lec'h bezañ lakaet a-benn ar fin en diskarg-lastez. Hag e rank an holl energiezh dont eus mammennoù padus.

N'em eus kavet lec'hienn a-feson ebet e Bro-C'hall hag a gomz eus ar meiziad-se ("de berceau à berceau"). E Saozneg ez eus ur pennad e Wikipedia. Ha lec'hienn ar c'huzulva, EPEA e anv, a ro skoaz d'an embregerezhioù war an dachenn-se a zo e Saozneg hag en Alamaneg.

Un tamm poelladenn blijus e vo din treiñ pajenn EPEA, pennaenn he zitl ("principle")

Design a gavell da gavell a zo awenet gant an natur ma n'eus ket plas enni evit meiziad an dilerc'h :  dilerc'h = boued.

"A gavell da gavell" a zo antidot d'ar paradigm "a gavell da vez" ma ne vez an darn vrasañ eus ar c'helc'hiadoù-produ nemet hanter-gelc'hiadoù ma vez kaset ar produioù diwar-wel da ziskargoù-lastez war-lerc'h o buhez talvoudus.

A gavell da gavell a zo e bal adsevel kelc'hiadoù didroc'h evit ar bouedoù pe bevoniel pe deknikel gant efedoù mat padus war ar gounid, an endro ha yec'hed mab-den.

Oberatael-tre eo an design a gavell da gavell : tennañ a ra etrezek ar parfeter. Gallout a ra prouiñ pa vez deuet a-benn eus e gefridi pe begement en deus graet berzh gantañ.

N'eus "riskl politik" ebet gant an design a gavell da gavell. Reolioù nevez n'hallint ket koustañ d'an embregerezhioù a vo aet dija er-maez tachenn lezennoù an endro dre en em disober eus ar meizad dilerc'h.

Oberatael a zo lavaret ? Bon ! ... Un embregerezh 'm eus kavet hag a lavar emañ o lakaat an dra-se da dalvezout. Amañ hag amañ. Tapet ganti ar priz kentañ "cradle to cradle" a oa roet. Ha war an tu all da se ez eus un tamm displegadenn e Galleg !

Un diskouezadeg oa bet aozet gant Centre Céramique Maastricht ha tapet skeudennoù gant an aotrou Pierre Swillens ha lakaet war Flickr. Trugarez dezhañ. Lavaret oa da vugale livañ o soñj :

garbage art-3

M'ho peus c'hoant da c'houzout muioc'h, ul levr zo bet savet gant William McDunough ha Michael Braungart, hemañ diwezhañ paotr an EPEA. Amañ e kaviot un tamm diviz diwar e benn.

yann_a — 2009-10-01 GTM 1 @ 09:43 Tikedennoù:

Gwelet/Skrivañ un notenn digg it | del.icio.us

Penaos o deus bet faziet kement a armerzhourien ?

Setu-aze ar goulenn savet gant Paul Krugman, anezhañ priz Nobel diwezhañ war an armerzh, en ur pennad er New York Times. Hir ar pennad-se e Saozneg. Setu berr-ha-berr ar pezh 'm eus komprenet.

Ral eo an armerzhourien o deus bet gwelet an enkadenn o tont. Ar re o deus bet graet n'o devez ket bet klevet hag en tu-all da se ez eus bet graet goap outo a-wechoù.

Penaos 'ta eo chomet dall ar peurliesañ eus mailhed hor micher ? Kavout a rae dezho e oa "rasiaonel"  ar bosterien pa zibabe o fostadurioù, eme bPaul Krugman. Setu lakaet o fiziañs e marc'had an arc'hant. Hervezo e c'halle hemañ kavout priz gwirion an traoù hep na vefe ezhomm d'ar Stad emellout . Ar c'hontrol an hini eo eo bet prouet gant an enkadenn evel-just. Alies a-walc'h e vez "dirasiaonel" emzalc'h an dud war ar marc'hadoù arc'hant. Neuze n'hall ket ar re-se chom hep bezañ reoliet.

Un hevelep tra a oa c'hoarvezet gant an armerzhourien a-raok an enkadenn 1929. Krediñ a rae dezho e oa difazi ar marc'had. War-lerc'h e oa arru John Maynard Keynes en doa hevelebet posterien ar Yalc'h ouzh tud o kemer perzh er c'henstrivadegoù pronostik da-geñver ur priz kened. Da lavaret peseurt plac'h a vefe dibabet e oant pedet. Da lavaret peseurt plac'h a oa kavet ar goantañ ganto o-unan, ne oant ket. Hevelep tra gant ar bosterien e-keñver kevrannoù an embregerezhioù feuriet er Yalc'h.

Tamm ha tamm dre ma rae berzh an ekonomiezh e oa ankouaet kelenn Keynes hag enkadenn 29. Ar "gKeynesianed" o-unan a oa en em lakaet da grediñ e oa reizh ar marc'had gozik bewech. Pa vez "rasiaonel" an traoù e c'haller drevezañ anezho gant modeloù matematik. Micherad an armerzh a zo bet dihentet, eme bPaul Krugman, abalamour da vezañ kemmesket ganto ar gwir hag ar c'haer ma oa o modeloù.

Ret dezho bremañ adsevel ar skiant armerzh war ar gwir : dirasiaonel e vez alies argerzh an obererien armerzh.

yann_a — 2009-09-16 GTM 1 @ 14:46 Tikedennoù:

digg it | del.icio.us