Petra a c'hoarvez gant Obama ?
War a seblant emañ ar berc'h warnañ bremañ. Ha souezhet lod eus an dud rak doare oa dezhañ bezañ c'hortozet evel ar Mesiaz. Ha lod all da lavaret ne oa ket bet degemeret ken mat-se ar gwir Vesiaz ivez.
Meur a bennad er c'hazetennoù pe er blogoù a zispleg deomp ar rag hag ar perag evel-just.
Diwar ar pezh a lavar an Ao. David Brooks en New York Times, ne fell ket d'an Amerikaned e vefe o frezidant o lakaat e fri e pep tra. Ur seurt Sarkozy ha pa ne vefe ket Bling-Bling eveltañ : "Even in blue states like Massachusetts, voters want a government that is energetic but limited — a servant, not a leviathan." (*) eme David Brooks diwar-benn an dilennadeg bet nevez-dalc'het da erlec'hiañ Ted Kennedy, Doue d'e bardono. Kollet eo bet gant tu Obama.
A-hend-all n'int ket sur e vefe gwell dezho kemer doareoù armerzh Europa. Gant an enkadenn e soñje koulskoude d'an den e vefe aet ar Stadoù Unanet skuizh gant ar frankizouriezh. Paul Krugman, an armerzhour brudet ha priz Nobel, en deus skrivet zoken ur pennad en New York Times da lavarout e oa kement startijenn en Europa hag en Amerika daoust d'an telloù hiroc'h en hor c'hevandir.
Hag eo gwir marteze en deus kresket armerzh Europa kement hag hini ar SU er bloavezhioù tremenet. Koulskoude delc'her a ra ar PBG(**) dre annezad da vezañ izeloc'h awalc'h amañ eget en tu all d'ar mor Atlantel. Pezh zo diskouezet splann gant an taolennoù-mañ : amañ hag amañ. Bremañ emañ ar from eus an enkadenn o pellaat hag an ezhomm d'adlañsañ an armerzh o vont war gresk. Setu ma vo techet an Amerikaned da zistreiñ d'o gizioù kozh, ar re a gav dezho o doa degaset berzh en diagent.
(*) Evit gwir er stadoù glaz evel Massachusetts zoken, an dilennerien a fell dezho kaout ur gouarnamant a zo startijenn gantañ. Koulskoude e fell dezho e vefe lakaet harz dezhañ ivez : Ul Leviathan n'eo ket, ya ur mevel !
(**) Produadur Broadel Gros

digg it
del.icio.us


