Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust


Rummad: Enkadenn an hin

Kêrioù o treuzkemm

yann_a 02/03/2010 @ 15:46

Gant an hin oc'h adtommañ ha barr an tireoul o tostaat e vo ret da vab-den dizonañ diouzh ar gremmoù kondon deiz pe zeiz. Diaes e vo ar c'hemm dezhañ rak staget start eo e zoare bevañ ouzh perzhioù-mat an tireoul. Hennezh, dre ma 'z eo liñvel, a vez aes e implij.  Dre m'en-deus ouzhpenn-se kalz a c'halloud energetek e glot mat gant fiñvuster an hinienn.

Lod a gav dezho eo dav prientiñ ar c'hemm a-vremañ en ur gregiñ e-barzh diouzhtu. Setu savet ul lusk nevez a zo graet "transition towns" anezhañ e Saozneg. "Villes en transition" e Galleg. Hag int o broudañ an dud en o metoù da ijinañ doareoù nevez evit ma vo graet hep gremmoù kondon.

Heverk eo pegen don eo bet prederiet gant pennoù-bras al lusk-se war ar binvigi hag an hentennoù a zo lakaet e dalc'h an izili. Interesus 'm eus kavet dre skouer an hentenn da "verañ ar c'hemmoù".

kalz kengretoc'h e vo ar bed war-lerc'h an tireoul ha dre-se kalz plijusoc'h eo lavaret en arguzamant. Setu n'eo ket nemet ouzh an tireoul hag ouzh ar glaou e stourm tud "kêrioù o treuzkemm". Aet skuizh lod anezho gant doareoù ar bed a-vremañ.

Da zistreiñ spered an den diouzh Kopenhag

yann_a 27/12/2009 @ 16:35

Evit d'an disoc'hoù e Kopenhag bezañ dister e c'hell c'hoazh an den ober un dra bennak drezañ e-unan en e vuhez bemdez. Setu pezh 'm eus kavet war ur blog danad :

  1. Debriñ muioc'h a legumaj ha nebeutoc'h a gig
  2. Paouez da drouziviañ an tredan hag an dour dre eveshaat ar beverezh anezho. Kavout an eienennoù-trouziviañ sistematik hag o raskañ.
  3. Ober gant ur c'harr-tan hag a zilaosk nebeud a CO2
  4. Mont gant ar marc'h-houarn pe an treñ pa ne vez ket ret mont gant ar c'harr-tann. Pe zougen meur a hini er c'harr-tan.
  5. Derc'hel pell-emvodoù e-lec'h beajiñ.
  6. Prenañ boued-bro e-lec'h boued bet emporzhiet
  7. Sellet nebeutoc'h ouzh ar skinwel ha lenn muioc'h eus al levrioù a zo bet prenet dija
  8. Prenañ traoù adaozet kentoc'h eget traoù nevez
  9. Izelaat ar gwrezverk er saloñs gant un derez ha gwiskat ur pull-over ouzhpenn ma 'z eus ezhomm
  10. Koueziañ da 30 derez gwrezverk.
  11. Difuiñ an ti pa vez hennezh kozh a-walc'h
  12. Dilezel ar c'harr-nij evit ar beajoù berr
  13. Plantañ gwez
  14. Ober gant klorennoù izel o beverezh
  15. Staliañ ardivinkoù gremm heol da broduiñ pe dredan pe dour tomm
  16. Lakaat ar boued er forn pa vez yen hennezh c'hoazh. Lazhañ ar forn un tammig a-raok ma vo prest ar boued ha lezel hennezh e-barzh betek ma vo poazh (Mar n'ho peus ket aon rak mont un tammig "er-maez eus ar park"evel-just !)

Rannit ho kinnigadenn gant re all. Savit un evezhiadenn

Kresk pe zigresk ? Nav harz ar planed-douar

yann_a 12/10/2009 @ 15:05

Aet droug er "gelionenn" peogwir e kav dezhi n'eus ken nemed ur soñj simpl e spered an dud : adkavout kreskañs en ekonomiezh. Hag hi o lavar kement-se amañ. An dud a soñj dezho, emezi, e vo diskoulmet neuze hor c'hudennoù a-vremañ. Ankounac'haet ganto ar freuz hag ar reuz zo degouezhet daoust d'ar c'hreskañs pe abalamour dezhañ.

Me ne gav ket din ivez e vefe prest an dud da asantiñ d'an digreskañs. Koulskoude e komprenont eo ret cheñch doareoù ar c'hreskañs paneve ken evit doujañ d'an endro.

Pegement e c'hallo ar planed-douar gouzañv hep na vo roet loc'h da brosesusoù diamginus ? Setu pezh o deus klasket tud Kreizenn Reziliañs Stockholm da c'houzout. Kavout a ra dezho ez eus nav harz a vo gwell chom hep mont en tu-hont dezho :

1.- Gwiskad ozon ar stratosferenn

Gwarez a ra ar vuhez war an douar diouzh skinadur ultra-violet an heol. Ober gant produioù kimiek evel ar freon en doa toullet ar gwiskad ozon. Berzet eo bremañ implijout an danvezioù-se er bed a-bezh. Setu digor an hent d'ar gwiskad ozon da wellaat a-nebeudoù.

2.- Ar bioliesseurter

War vihanaat e ya bioliesseurter ar planet-douar buannoc'h eget biskoazh e-kerzh istor mab-den. Pa vez kalz a spesadoù o vont da get ha pa vez spesadoù all oc'h aloubiñ tachennadoù nevez e c'hall bezañ direizhet stabilder an ekosistemoù.

3. Strewadur produioù kimiek

Strewadur kompozadoù kimiek padus evel metaloù, kompozadoù organek liesseurt, radionukleidoù a zo e-touez ar cheñchamantoù-alc'hwez a zo kiriek mab-den dezho. Meur a skouer a zo eus an efedoù additivel ha sinergiel diwar ar c'hompozadoù-se. Nec'hus eo dreist-holl efed ar frouezhuster o tigreskiñ hag hini potañsial ar gwallaozañ genetikel hollbad.

4. Cheñchamant an hin

Emañ bremañ 387 ppmv CO2 en aergelc'h. Sinoù ez eus bet a-nevez ez eo tra-walc'h da vezañ en tu-all d'an harz. Pegeit e c'hello ar bed chom evel-se hep ma vo cheñchamantoù diamginus. Eno emañ an dalc'h.

5. Ar mor o trenkaat

Ouzhpenn an hin a zo cheñchet gant an dilaoskadennoù CO2. Trenkaat a ra ar mor pa vez disolvet ar CO2 gantañ. Efediñ a ra da gentañ an organegi krogen pe skeledenn dezho. War-lerc'h, diwar cheñchamant ekosistemoù ar mor e c'hallo mont war vihanaat krenn ar poblañsoù pesked.

6. Uzañs dour dous ha sikl hollek an dour.

Bremañ eo mab-den an nerzh mestr a zetermin fonksion ha loderezh dour dous ar planed-douar. Gortozet e vez e vo 500 million a dud a vo berr an dour dous ganto e 2050.

7. Cheñchamant sistem leur an douar

Koajoù, tachennoù gleb ha seurtoù natur all a ya da douar labour e pep lec'h er bed. Ar cheñchamantoù-se o deus heuliadennoù evit ar bioliesseurter, an hin, red an dour, sikl ar c'harbon ha sikloù all. Efediñ a ra toueziadur ar cheñchamantoù lec'hel ha rannvroel sistem ar planed-douar a-bezh.

8.- An nitratoù hag ar fosfor o strewiñ er biosferenn hag er morioù

Al labour-douar modern en-deus kemmet spontus red an azot hag ar fosfor en natur. Gwall saotret en deus an endro-dour, direizhet he ekosistemoù ha kengraet d'an efed ti-gwer.

9. aerosolioù o kargañ an aergelc'h

Ur strewadenn partikulennoù munut en ur gaz eo un aerosol. Ar partikulennoù-saotrañ, diwar loskidigezh al loskantoù fosil da skouer a efediñ yec'hed mab-den. Bep bloaz e varv 800.000 den kent termen gant se. Efediñ a ra an hin ivez dre cheñchamantoù-furmañ ar c'houmoul pe dre aktiñ evel gazoù efed ti-gwer.

Lakaet o deus skiantourien Stockolm o istimadenn eus stad an traoù war un daolenn :

 (skeudenn tennet eus lec'hienn Stockolm Resilience Center)

Gwelet a rit. Poent bras e vefe cheñch penn d'ar vazh war deir zachenn d'an nebeutañ !

A gavell da gavell : un emsav-endro nevez

yann_a 01/10/2009 @ 09:43

War zilerc'h mab-den e chom pell-pell e roudoù da welet : dismantroù diwar e savadurioù ha traouezoù diwar e vuhez bemdez. Bez ez eus ivez an dilerc'hioù eus e c'hreanterezh, en o souez ar re nukleel, pe an danvez steuziet da-viken: eoul-maen,  glaou, ha m.o.m.

Cradle to Cradle

War zilerc'h al loened pe an amprevaned, goude ur pennad amzer, n'eus mui tres ebet anezho.

CENTRUM VOOR INNOVATIE VAN DE BOUWKOLOM

(photo : centrum voor innovatie Van de Bouwkolom)

Setu. C'hoant da zreveziñ ar re-se zo deuet da c'hreanterien zo. Ha roet lañs neuze d'al luskad a vez graet "cradle to cradle" dioutañ e Saozneg. "A gavell da gavell" e Brezhoneg. D.l.e. ar produioù hag an dilerc'hioù a rank bezañ adlakaet da dalvezout da virviken, e-lec'h bezañ lakaet a-benn ar fin en diskarg-lastez. Hag e rank an holl energiezh dont eus mammennoù padus.

N'em eus kavet lec'hienn a-feson ebet e Bro-C'hall hag a gomz eus ar meiziad-se ("de berceau à berceau"). E Saozneg ez eus ur pennad e Wikipedia. Ha lec'hienn ar c'huzulva, EPEA e anv, a ro skoaz d'an embregerezhioù war an dachenn-se a zo e Saozneg hag en Alamaneg.

Un tamm poelladenn blijus e vo din treiñ pajenn EPEA, pennaenn he zitl ("principle")

Design a gavell da gavell a zo awenet gant an natur ma n'eus ket plas enni evit meiziad an dilerc'h :  dilerc'h = boued.

"A gavell da gavell" a zo antidot d'ar paradigm "a gavell da vez" ma ne vez an darn vrasañ eus ar c'helc'hiadoù-produ nemet hanter-gelc'hiadoù ma vez kaset ar produioù diwar-wel da ziskargoù-lastez war-lerc'h o buhez talvoudus.

A gavell da gavell a zo e bal adsevel kelc'hiadoù didroc'h evit ar bouedoù pe bevoniel pe deknikel gant efedoù mat padus war ar gounid, an endro ha yec'hed mab-den.

Oberatael-tre eo an design a gavell da gavell : tennañ a ra etrezek ar parfeter. Gallout a ra prouiñ pa vez deuet a-benn eus e gefridi pe begement en deus graet berzh gantañ.

N'eus "riskl politik" ebet gant an design a gavell da gavell. Reolioù nevez n'hallint ket koustañ d'an embregerezhioù a vo aet dija er-maez tachenn lezennoù an endro dre en em disober eus ar meizad dilerc'h.

Oberatael a zo lavaret ? Bon ! ... Un embregerezh 'm eus kavet hag a lavar emañ o lakaat an dra-se da dalvezout. Amañ hag amañ. Tapet ganti ar priz kentañ "cradle to cradle" a oa roet. Ha war an tu all da se ez eus un tamm displegadenn e Galleg !

Un diskouezadeg oa bet aozet gant Centre Céramique Maastricht ha tapet skeudennoù gant an aotrou Pierre Swillens ha lakaet war Flickr. Trugarez dezhañ. Lavaret oa da vugale livañ o soñj :

garbage art-3

M'ho peus c'hoant da c'houzout muioc'h, ul levr zo bet savet gant William McDunough ha Michael Braungart, hemañ diwezhañ paotr an EPEA. Amañ e kaviot un tamm diviz diwar e benn.

Gant piv emañ al lañs ? Gant Europa pe ar Stadoù Unanet ?

yann_a 11/08/2009 @ 20:22

Rebechet e oa d'ar Stadoù Unanet bezañ chomet hep sinañ feur-emglev Kyoto. Bremañ eo laouen an dud en deus lâret Obama e strivo evit ma vo savet ur feur-emglev mat e Kopenhag. Koulskoude darn en Europa a zo o chom war o c'hoant : re izel eo palioù ar SU evit digresk an dilaoskadennoù CO2, emezo. Mard emañ kont ar c'hiz-se, ne vo ket a-du ar broioù all ha ne vo tapet emglev ebet e kêr-benn Danmark.

Koulskoude pa'z eo gwelet an traoù eus a-dost ne vefe ket ken disheñvel-se strivoù ar SU diouzh re Europa.
Europa a ginnig 20% digresk a-benn 2020 e-keñver 1990 (*), gant youl da vont betek 30% ma ra ar broioù all memestra. Met 8% zo bet gouestlet dija da geñver Kyoto. Chom a ra 12% da ober eta. Ouzhpenn zo, mennet eo Europa da ober gant ar C'hredadoù CO2. Gounezet e vo ar re-se gant ar broioù pe an embregerezhioù a seveno er-maez eus Europa raktresoù hag a zigresko ar CO2. Pa vo dalc'het kont eus ar c'hredadoù-se, e chomo emichañs war-dro 5% digresk hepken da ober war dachennad Europa he-unan.
Ha 5% a zo dres an digresk a vefe graet gant ar SU, ma vefe kaset da benn danvez-lezenn Waxman-Markey a zo bet degemeret gant Kambr an Dileuridi hag a zo bremañ gwelet spis gant ar Sened. Da vihanañ hervez pezh a lavar ar WRI (World Resources Institute) anezhañ meizvod (think tank) amerikan.

(*) "Panel" Aozadur ar Broadoù Unanet evit an hin a erbed 20-40%.

Istor raned

yann_a 06/08/2009 @ 13:58

Eus ar ran bet lakaet en ur podad dour ez eus anv. Lakaet an tan dindan hag an dour o tommaat tamm ha tamm. Daoust dezhi bezañ en arvar da vezañ poazhet e chom ar ran da c'hortoz betek ma'z eo re ziwezhat.
An aotrou Paul Krugman, anezhañ Priz Nobel an armerzh diwezhañ, a zegas an istorig-se (e Saozneg) da soñj deomp. Kavout a ra dezhañ omp evel ar ran pa zaleomp da gemer an arbennigoù ret e-keñver tommadur an hin.
Evit gwir n'eo ket deuet c'hoazh ar stadoù a-benn da sevel ur ragemglev da vezañ sinet en emvod meur Kopenhag e miz Kerzu. Evel m'ouzoc'h, dizale ne dalvezo ket feur-emglev Kyoto ken. Ret e vo lakaat un all en e lec'h eta.
War-raok int aet an traoù koulskoude er G8 diwezhañ en Aquila. A-du emañ an izili evit ma vefe graet 50% digresk d'an dilaoskadennoù CO2 a-benn 2050 er bed a-bezh. D'o dilaoskadennoù o-unan e vefe graet 80% digresk.

Un emvod meur all a oa dalc'het war un dro en Aquila : hini ar "Major Economies Forum" a vod 15 bro (*). Hennezh eo savet a-du gant ar G8 evit ma vo dalc'het tommadur an hin en tu-mañ da zaou zerez. N'en deus ket asantet d'ar palioù evit an dilaoskadennoù CO2 avat. Broioù bras o tiorren, Bro India ha Bro Sina dreist-holl, a lavar ez eo gant ar broioù pinvidik ez eo bet graet al lodenn vrasañ eus an dilaoskad betek hen. Setu ret d'ar re-se kregiñ e-barzh ar c'hentañ ar gwellañ ha kemer palioù uhel a-walc'h evit digresk un tamm mat o dilaoskadennoù CO2 a-benn 2020. Hag ouzhpenn-se digoll ar broioù paour eus ar strivoù a vo goulennet diganto.

(*) MEF, "Major Economies Forum on energy and climate" a oa diazezet gant ar Stadoù Unanet dindan Prezidant Bush. An izili a zo : Aostrali, Brazil, Kanada, Sina, an UE, Frañs, Alamagn, India, Indonesia, Itali, Japan, Korea ar Su, Meksik, Rusi, Afrika ar Su, Breizh Veur hag ar  Stadoù Unanet.