Istor raned
Eus ar ran bet lakaet en ur podad dour ez eus anv. Lakaet an tan dindan hag an dour o tommaat tamm ha tamm. Daoust dezhi bezañ en arvar da vezañ poazhet e chom ar ran da c'hortoz betek ma'z eo re ziwezhat.
An aotrou Paul Krugman, anezhañ Priz Nobel an armerzh diwezhañ, a zegas an istorig-se (e Saozneg) da soñj deomp. Kavout a ra dezhañ omp evel ar ran pa zaleomp da gemer an arbennigoù ret e-keñver tommadur an hin.
Evit gwir n'eo ket deuet c'hoazh ar stadoù a-benn da sevel ur ragemglev da vezañ sinet en emvod meur Kopenhag e miz Kerzu. Evel m'ouzoc'h, dizale ne dalvezo ket feur-emglev Kyoto ken. Ret e vo lakaat un all en e lec'h eta.
War-raok int aet an traoù koulskoude er G8 diwezhañ en Aquila. A-du emañ an izili evit ma vefe graet 50% digresk d'an dilaoskadennoù CO2 a-benn 2050 er bed a-bezh. D'o dilaoskadennoù o-unan e vefe graet 80% digresk.
Un emvod meur all a oa dalc'het war un dro en Aquila : hini ar "Major Economies Forum" a vod 15 bro (*). Hennezh eo savet a-du gant ar G8 evit ma vo dalc'het tommadur an hin en tu-mañ da zaou zerez. N'en deus ket asantet d'ar palioù evit an dilaoskadennoù CO2 avat. Broioù bras o tiorren, Bro India ha Bro Sina dreist-holl, a lavar ez eo gant ar broioù pinvidik ez eo bet graet al lodenn vrasañ eus an dilaoskad betek hen. Setu ret d'ar re-se kregiñ e-barzh ar c'hentañ ar gwellañ ha kemer palioù uhel a-walc'h evit digresk un tamm mat o dilaoskadennoù CO2 a-benn 2020. Hag ouzhpenn-se digoll ar broioù paour eus ar strivoù a vo goulennet diganto.
(*) MEF, "Major Economies Forum on energy and climate" a oa diazezet gant ar Stadoù Unanet dindan Prezidant Bush. An izili a zo : Aostrali, Brazil, Kanada, Sina, an UE, Frañs, Alamagn, India, Indonesia, Itali, Japan, Korea ar Su, Meksik, Rusi, Afrika ar Su, Breizh Veur hag ar Stadoù Unanet.
yann_a @ 13:58 Tikedennoù: armerzh ekonomiezh hin enkadenn endro diorren-padus G8 kopenhag

digg it
del.icio.us