Penaos o deus bet faziet kement a armerzhourien ?
Setu-aze ar goulenn savet gant Paul Krugman, anezhañ priz Nobel diwezhañ war an armerzh, en ur pennad er New York Times. Hir ar pennad-se e Saozneg. Setu berr-ha-berr ar pezh 'm eus komprenet.
Ral eo an armerzhourien o deus bet gwelet an enkadenn o tont. Ar re o deus bet graet n'o devez ket bet klevet hag en tu-all da se ez eus bet graet goap outo a-wechoù.
Penaos 'ta eo chomet dall ar peurliesañ eus mailhed hor micher ? Kavout a rae dezho e oa "rasiaonel" ar bosterien pa zibabe o fostadurioù, eme bPaul Krugman. Setu lakaet o fiziañs e marc'had an arc'hant. Hervezo e c'halle hemañ kavout priz gwirion an traoù hep na vefe ezhomm d'ar Stad emellout . Ar c'hontrol an hini eo eo bet prouet gant an enkadenn evel-just. Alies a-walc'h e vez "dirasiaonel" emzalc'h an dud war ar marc'hadoù arc'hant. Neuze n'hall ket ar re-se chom hep bezañ reoliet.
Un hevelep tra a oa c'hoarvezet gant an armerzhourien a-raok an enkadenn 1929. Krediñ a rae dezho e oa difazi ar marc'had. War-lerc'h e oa arru John Maynard Keynes en doa hevelebet posterien ar Yalc'h ouzh tud o kemer perzh er c'henstrivadegoù pronostik da-geñver ur priz kened. Da lavaret peseurt plac'h a vefe dibabet e oant pedet. Da lavaret peseurt plac'h a oa kavet ar goantañ ganto o-unan, ne oant ket. Hevelep tra gant ar bosterien e-keñver kevrannoù an embregerezhioù feuriet er Yalc'h.
Tamm ha tamm dre ma rae berzh an ekonomiezh e oa ankouaet kelenn Keynes hag enkadenn 29. Ar "gKeynesianed" o-unan a oa en em lakaet da grediñ e oa reizh ar marc'had gozik bewech. Pa vez "rasiaonel" an traoù e c'haller drevezañ anezho gant modeloù matematik. Micherad an armerzh a zo bet dihentet, eme bPaul Krugman, abalamour da vezañ kemmesket ganto ar gwir hag ar c'haer ma oa o modeloù.
Ret dezho bremañ adsevel ar skiant armerzh war ar gwir : dirasiaonel e vez alies argerzh an obererien armerzh.
yann_a @ 14:46 Tikedennoù: arc'hant enkadenn armerzh ekonomiezh yalc'h keynes krugman

digg it
del.icio.us