Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust


Kresk pe zigresk ? Nav harz ar planed-douar

Aet droug er "gelionenn" peogwir e kav dezhi n'eus ken nemed ur soñj simpl e spered an dud : adkavout kreskañs en ekonomiezh. Hag hi o lavar kement-se amañ. An dud a soñj dezho, emezi, e vo diskoulmet neuze hor c'hudennoù a-vremañ. Ankounac'haet ganto ar freuz hag ar reuz zo degouezhet daoust d'ar c'hreskañs pe abalamour dezhañ.

Me ne gav ket din ivez e vefe prest an dud da asantiñ d'an digreskañs. Koulskoude e komprenont eo ret cheñch doareoù ar c'hreskañs paneve ken evit doujañ d'an endro.

Pegement e c'hallo ar planed-douar gouzañv hep na vo roet loc'h da brosesusoù diamginus ? Setu pezh o deus klasket tud Kreizenn Reziliañs Stockholm da c'houzout. Kavout a ra dezho ez eus nav harz a vo gwell chom hep mont en tu-hont dezho :

1.- Gwiskad ozon ar stratosferenn

Gwarez a ra ar vuhez war an douar diouzh skinadur ultra-violet an heol. Ober gant produioù kimiek evel ar freon en doa toullet ar gwiskad ozon. Berzet eo bremañ implijout an danvezioù-se er bed a-bezh. Setu digor an hent d'ar gwiskad ozon da wellaat a-nebeudoù.

2.- Ar bioliesseurter

War vihanaat e ya bioliesseurter ar planet-douar buannoc'h eget biskoazh e-kerzh istor mab-den. Pa vez kalz a spesadoù o vont da get ha pa vez spesadoù all oc'h aloubiñ tachennadoù nevez e c'hall bezañ direizhet stabilder an ekosistemoù.

3. Strewadur produioù kimiek

Strewadur kompozadoù kimiek padus evel metaloù, kompozadoù organek liesseurt, radionukleidoù a zo e-touez ar cheñchamantoù-alc'hwez a zo kiriek mab-den dezho. Meur a skouer a zo eus an efedoù additivel ha sinergiel diwar ar c'hompozadoù-se. Nec'hus eo dreist-holl efed ar frouezhuster o tigreskiñ hag hini potañsial ar gwallaozañ genetikel hollbad.

4. Cheñchamant an hin

Emañ bremañ 387 ppmv CO2 en aergelc'h. Sinoù ez eus bet a-nevez ez eo tra-walc'h da vezañ en tu-all d'an harz. Pegeit e c'hello ar bed chom evel-se hep ma vo cheñchamantoù diamginus. Eno emañ an dalc'h.

5. Ar mor o trenkaat

Ouzhpenn an hin a zo cheñchet gant an dilaoskadennoù CO2. Trenkaat a ra ar mor pa vez disolvet ar CO2 gantañ. Efediñ a ra da gentañ an organegi krogen pe skeledenn dezho. War-lerc'h, diwar cheñchamant ekosistemoù ar mor e c'hallo mont war vihanaat krenn ar poblañsoù pesked.

6. Uzañs dour dous ha sikl hollek an dour.

Bremañ eo mab-den an nerzh mestr a zetermin fonksion ha loderezh dour dous ar planed-douar. Gortozet e vez e vo 500 million a dud a vo berr an dour dous ganto e 2050.

7. Cheñchamant sistem leur an douar

Koajoù, tachennoù gleb ha seurtoù natur all a ya da douar labour e pep lec'h er bed. Ar cheñchamantoù-se o deus heuliadennoù evit ar bioliesseurter, an hin, red an dour, sikl ar c'harbon ha sikloù all. Efediñ a ra toueziadur ar cheñchamantoù lec'hel ha rannvroel sistem ar planed-douar a-bezh.

8.- An nitratoù hag ar fosfor o strewiñ er biosferenn hag er morioù

Al labour-douar modern en-deus kemmet spontus red an azot hag ar fosfor en natur. Gwall saotret en deus an endro-dour, direizhet he ekosistemoù ha kengraet d'an efed ti-gwer.

9. aerosolioù o kargañ an aergelc'h

Ur strewadenn partikulennoù munut en ur gaz eo un aerosol. Ar partikulennoù-saotrañ, diwar loskidigezh al loskantoù fosil da skouer a efediñ yec'hed mab-den. Bep bloaz e varv 800.000 den kent termen gant se. Efediñ a ra an hin ivez dre cheñchamantoù-furmañ ar c'houmoul pe dre aktiñ evel gazoù efed ti-gwer.

Lakaet o deus skiantourien Stockolm o istimadenn eus stad an traoù war un daolenn :

 (skeudenn tennet eus lec'hienn Stockolm Resilience Center)

Gwelet a rit. Poent bras e vefe cheñch penn d'ar vazh war deir zachenn d'an nebeutañ !

yann_a @ 15:05 Tikedennoù:

digg it | del.icio.us

N'eus notenn ebet »

Leuskel un notenn


<a href> <em> <blockquote> <strong> <cite> <code> <ul> <li> <dl> <dt> <dd>