Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust


Pariz Vras o vont da "gêr-ved"

An tour Eiffel ha la Défense

Fellout a ra d'ar gouarnamant lakaat a-gevred Pariz intra-muros hag ar c'humunioù war he zro da sevel "Pariz Vras". Marteze diouzh skouer "Greater London" a zo bet savet un deg vloazh zo. Anvet eo bet Christian Blanc da Sekretour Stad d'ober war-dro an dra-se.

Emañ hennezh o paouez kinnig e raktres da Boelgor Diorren Padus Departamant an Yvelines pe Rannvro Enez-Frañs; n'eo ket lavaret pehini gant Le Parisien. D'an 23-24 a viz Du e vo sellet pizh outañ gant ar Vodadenn Vroadel.

Ober eus Pariz ur "gêr-ved" (1) eo pal Christian Blanc. D'hen ober e vo klasket lakaat da 4% he feur kreskañs. 1 milion a implijoù nevez a vefe savet en ur ober 15 vloazh. Seizh pol ekonomiezh a vo. Uhelgompezenn Saclay, etre Saclay ha Versailles, a deufe da vezañ "ur greizenn skiant ha teknologiezh bedel he ment". An tolead etre Saclay hag Evry a vefe "traoñienn ar bioteknologiezhoù ha skiantoù ar vuhez". Kement-se a vefe graet e-ser postañ 35 miliard a euroioù.

Yann Breizhat a zeu div c'houlenn d'e spered  :

  • Ar greskañs-se, hag e teuio evit mad ar rannvroiou pe diwar o c'houst ? Kreñv-kenañ eo 4%. N'eo ket bet tizhet gant Frañs a-bezh er bloavezhioù tremenet ha ne vo ket a dra sur en dazont.
  • Penaos e vo gouarnet an tolead-kêr nevez ? Gant ar Stad war-eeun ? Pe digreizennet e vo er memes mod hag ar penn-gêrioù pe vetropolennoù nevez a vo savet da geñver reform ar c'humuniezioù tolead zo war ar stern.

(1) ville-monde

yann_a @ 16:26 Tikedennoù:

digg it | del.icio.us

Un notenn »

Ólöf — 2009-12-08 - 09:22:57 GMT 1

Gourc'hemennoù, Yann, dedennus-kenañ ivez ar blog-se n'em boa ket gwelet a-raok.
Dimezet on-me gant un armerzhour ha ne lenn ket eñ brezhoneg, siwazh dezhañ!
Hetiñ a ran deoc'h un Azvent plijus!
Ken ur wech all, neuze.

Leuskel un notenn


<a href> <em> <blockquote> <strong> <cite> <code> <ul> <li> <dl> <dt> <dd>