yann armerzhour http://yannarmerzhour.nireblog.com Sun, 22 Nov 2009 18:43:15 +0100 yann armerzhour http://static.nireblog.com/imagenes/logo.png http://yannarmerzhour.nireblog.com http://nireblog.com Pariz Vras o vont da "gêr-ved" http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/11/02/pariz-vras-o-vont-da-ger-ved http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/11/02/pariz-vras-o-vont-da-ger-ved An tour Eiffel ha la Défense

Fellout a ra d'ar gouarnamant lakaat a-gevred Pariz intra-muros hag ar c'humunioù war he zro da sevel "Pariz Vras". Marteze diouzh skouer "Greater London" a zo bet savet un deg vloazh zo. Anvet eo bet Christian Blanc da Sekretour Stad d'ober war-dro an dra-se.

Emañ hennezh o paouez kinnig e raktres da Boelgor Diorren Padus Departamant an Yvelines pe Rannvro Enez-Frañs; n'eo ket lavaret pehini gant Le Parisien. D'an 23-24 a viz Du e vo sellet pizh outañ gant ar Vodadenn Vroadel.

Ober eus Pariz ur "gêr-ved" (1) eo pal Christian Blanc. D'hen ober e vo klasket lakaat da 4% he feur kreskañs. 1 milion a implijoù nevez a vefe savet en ur ober 15 vloazh. Seizh pol ekonomiezh a vo. Uhelgompezenn Saclay, etre Saclay ha Versailles, a deufe da vezañ "ur greizenn skiant ha teknologiezh bedel he ment". An tolead etre Saclay hag Evry a vefe "traoñienn ar bioteknologiezhoù ha skiantoù ar vuhez". Kement-se a vefe graet e-ser postañ 35 miliard a euroioù.

Yann Breizhat a zeu div c'houlenn d'e spered  :

  • Ar greskañs-se, hag e teuio evit mad ar rannvroiou pe diwar o c'houst ? Kreñv-kenañ eo 4%. N'eo ket bet tizhet gant Frañs a-bezh er bloavezhioù tremenet ha ne vo ket a dra sur en dazont.
  • Penaos e vo gouarnet an tolead-kêr nevez ? Gant ar Stad war-eeun ? Pe digreizennet e vo er memes mod hag ar penn-gêrioù pe vetropolennoù nevez a vo savet da geñver reform ar c'humuniezioù tolead zo war ar stern.

(1) ville-monde

Comments

]]>
Mon, 02 Nov 2009 16:26:02 +0100
Telerama - Design http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/10/27/telerama-design http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/10/27/telerama-design telerama pajenn gentañDiwezhat on un tamm. Met marteze es eus tu da brenañ anezhi c'hoazh. Niverenn Telerama eus ar sizhun all (3119) a zo un doser diwar-benn an design e-barzh. Pled 'm eus taolet d'an interview gant Philippe Starck. N'on ket sot gant ar pezh a ra med komz a ra brav diwar-benn mod d'ar bed da emdreiñ.

Comments

]]>
Tue, 27 Oct 2009 17:07:51 +0100
Kresk pe zigresk ? Nav harz ar planed-douar http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/10/12/kresk-pe-zigresk-nav-harz-ar-planed-douar http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/10/12/kresk-pe-zigresk-nav-harz-ar-planed-douar Aet droug er "gelionenn" peogwir e kav dezhi n'eus ken nemed ur soñj simpl e spered an dud : adkavout kreskañs en ekonomiezh. Hag hi o lavar kement-se amañ. An dud a soñj dezho, emezi, e vo diskoulmet neuze hor c'hudennoù a-vremañ. Ankounac'haet ganto ar freuz hag ar reuz zo degouezhet daoust d'ar c'hreskañs pe abalamour dezhañ.

Me ne gav ket din ivez e vefe prest an dud da asantiñ d'an digreskañs. Koulskoude e komprenont eo ret cheñch doareoù ar c'hreskañs paneve ken evit doujañ d'an endro.

Pegement e c'hallo ar planed-douar gouzañv hep na vo roet loc'h da brosesusoù diamginus ? Setu pezh o deus klasket tud Kreizenn Reziliañs Stockholm da c'houzout. Kavout a ra dezho ez eus nav harz a vo gwell chom hep mont en tu-hont dezho :

1.- Gwiskad ozon ar stratosferenn

Gwarez a ra ar vuhez war an douar diouzh skinadur ultra-violet an heol. Ober gant produioù kimiek evel ar freon en doa toullet ar gwiskad ozon. Berzet eo bremañ implijout an danvezioù-se er bed a-bezh. Setu digor an hent d'ar gwiskad ozon da wellaat a-nebeudoù.

2.- Ar bioliesseurter

War vihanaat e ya bioliesseurter ar planet-douar buannoc'h eget biskoazh e-kerzh istor mab-den. Pa vez kalz a spesadoù o vont da get ha pa vez spesadoù all oc'h aloubiñ tachennadoù nevez e c'hall bezañ direizhet stabilder an ekosistemoù.

3. Strewadur produioù kimiek

Strewadur kompozadoù kimiek padus evel metaloù, kompozadoù organek liesseurt, radionukleidoù a zo e-touez ar cheñchamantoù-alc'hwez a zo kiriek mab-den dezho. Meur a skouer a zo eus an efedoù additivel ha sinergiel diwar ar c'hompozadoù-se. Nec'hus eo dreist-holl efed ar frouezhuster o tigreskiñ hag hini potañsial ar gwallaozañ genetikel hollbad.

4. Cheñchamant an hin

Emañ bremañ 387 ppmv CO2 en aergelc'h. Sinoù ez eus bet a-nevez ez eo tra-walc'h da vezañ en tu-all d'an harz. Pegeit e c'hello ar bed chom evel-se hep ma vo cheñchamantoù diamginus. Eno emañ an dalc'h.

5. Ar mor o trenkaat

Ouzhpenn an hin a zo cheñchet gant an dilaoskadennoù CO2. Trenkaat a ra ar mor pa vez disolvet ar CO2 gantañ. Efediñ a ra da gentañ an organegi krogen pe skeledenn dezho. War-lerc'h, diwar cheñchamant ekosistemoù ar mor e c'hallo mont war vihanaat krenn ar poblañsoù pesked.

6. Uzañs dour dous ha sikl hollek an dour.

Bremañ eo mab-den an nerzh mestr a zetermin fonksion ha loderezh dour dous ar planed-douar. Gortozet e vez e vo 500 million a dud a vo berr an dour dous ganto e 2050.

7. Cheñchamant sistem leur an douar

Koajoù, tachennoù gleb ha seurtoù natur all a ya da douar labour e pep lec'h er bed. Ar cheñchamantoù-se o deus heuliadennoù evit ar bioliesseurter, an hin, red an dour, sikl ar c'harbon ha sikloù all. Efediñ a ra toueziadur ar cheñchamantoù lec'hel ha rannvroel sistem ar planed-douar a-bezh.

8.- An nitratoù hag ar fosfor o strewiñ er biosferenn hag er morioù

Al labour-douar modern en-deus kemmet spontus red an azot hag ar fosfor en natur. Gwall saotret en deus an endro-dour, direizhet he ekosistemoù ha kengraet d'an efed ti-gwer.

9. aerosolioù o kargañ an aergelc'h

Ur strewadenn partikulennoù munut en ur gaz eo un aerosol. Ar partikulennoù-saotrañ, diwar loskidigezh al loskantoù fosil da skouer a efediñ yec'hed mab-den. Bep bloaz e varv 800.000 den kent termen gant se. Efediñ a ra an hin ivez dre cheñchamantoù-furmañ ar c'houmoul pe dre aktiñ evel gazoù efed ti-gwer.

Lakaet o deus skiantourien Stockolm o istimadenn eus stad an traoù war un daolenn :

 (skeudenn tennet eus lec'hienn Stockolm Resilience Center)

Gwelet a rit. Poent bras e vefe cheñch penn d'ar vazh war deir zachenn d'an nebeutañ !

Comments

]]>
Mon, 12 Oct 2009 15:05:02 +0100
A gavell da gavell : un emsav-endro nevez http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/10/01/a-gavell-da-gavell-un-emsav-endro-nevez http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/10/01/a-gavell-da-gavell-un-emsav-endro-nevez War zilerc'h mab-den e chom pell-pell e roudoù da welet : dismantroù diwar e savadurioù ha traouezoù diwar e vuhez bemdez. Bez ez eus ivez an dilerc'hioù eus e c'hreanterezh, en o souez ar re nukleel, pe an danvez steuziet da-viken: eoul-maen,  glaou, ha m.o.m.

Cradle to Cradle

War zilerc'h al loened pe an amprevaned, goude ur pennad amzer, n'eus mui tres ebet anezho.

CENTRUM VOOR INNOVATIE VAN DE BOUWKOLOM

(photo : centrum voor innovatie Van de Bouwkolom)

Setu. C'hoant da zreveziñ ar re-se zo deuet da c'hreanterien zo. Ha roet lañs neuze d'al luskad a vez graet "cradle to cradle" dioutañ e Saozneg. "A gavell da gavell" e Brezhoneg. D.l.e. ar produioù hag an dilerc'hioù a rank bezañ adlakaet da dalvezout da virviken, e-lec'h bezañ lakaet a-benn ar fin en diskarg-lastez. Hag e rank an holl energiezh dont eus mammennoù padus.

N'em eus kavet lec'hienn a-feson ebet e Bro-C'hall hag a gomz eus ar meiziad-se ("de berceau à berceau"). E Saozneg ez eus ur pennad e Wikipedia. Ha lec'hienn ar c'huzulva, EPEA e anv, a ro skoaz d'an embregerezhioù war an dachenn-se a zo e Saozneg hag en Alamaneg.

Un tamm poelladenn blijus e vo din treiñ pajenn EPEA, pennaenn he zitl ("principle")

Design a gavell da gavell a zo awenet gant an natur ma n'eus ket plas enni evit meiziad an dilerc'h :  dilerc'h = boued.

"A gavell da gavell" a zo antidot d'ar paradigm "a gavell da vez" ma ne vez an darn vrasañ eus ar c'helc'hiadoù-produ nemet hanter-gelc'hiadoù ma vez kaset ar produioù diwar-wel da ziskargoù-lastez war-lerc'h o buhez talvoudus.

A gavell da gavell a zo e bal adsevel kelc'hiadoù didroc'h evit ar bouedoù pe bevoniel pe deknikel gant efedoù mat padus war ar gounid, an endro ha yec'hed mab-den.

Oberatael-tre eo an design a gavell da gavell : tennañ a ra etrezek ar parfeter. Gallout a ra prouiñ pa vez deuet a-benn eus e gefridi pe begement en deus graet berzh gantañ.

N'eus "riskl politik" ebet gant an design a gavell da gavell. Reolioù nevez n'hallint ket koustañ d'an embregerezhioù a vo aet dija er-maez tachenn lezennoù an endro dre en em disober eus ar meizad dilerc'h.

Oberatael a zo lavaret ? Bon ! ... Un embregerezh 'm eus kavet hag a lavar emañ o lakaat an dra-se da dalvezout. Amañ hag amañ. Tapet ganti ar priz kentañ "cradle to cradle" a oa roet. Ha war an tu all da se ez eus un tamm displegadenn e Galleg !

Un diskouezadeg oa bet aozet gant Centre Céramique Maastricht ha tapet skeudennoù gant an aotrou Pierre Swillens ha lakaet war Flickr. Trugarez dezhañ. Lavaret oa da vugale livañ o soñj :

garbage art-3

M'ho peus c'hoant da c'houzout muioc'h, ul levr zo bet savet gant William McDunough ha Michael Braungart, hemañ diwezhañ paotr an EPEA. Amañ e kaviot un tamm diviz diwar e benn.

Comments

]]>
Thu, 01 Oct 2009 09:43:02 +0100
Penaos o deus bet faziet kement a armerzhourien ? http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/09/16/penaos-o-deus-bet-faziet-kement-a-armerzhourien http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/09/16/penaos-o-deus-bet-faziet-kement-a-armerzhourien Setu-aze ar goulenn savet gant Paul Krugman, anezhañ priz Nobel diwezhañ war an armerzh, en ur pennad er New York Times. Hir ar pennad-se e Saozneg. Setu berr-ha-berr ar pezh 'm eus komprenet.

Ral eo an armerzhourien o deus bet gwelet an enkadenn o tont. Ar re o deus bet graet n'o devez ket bet klevet hag en tu-all da se ez eus bet graet goap outo a-wechoù.

Penaos 'ta eo chomet dall ar peurliesañ eus mailhed hor micher ? Kavout a rae dezho e oa "rasiaonel"  ar bosterien pa zibabe o fostadurioù, eme bPaul Krugman. Setu lakaet o fiziañs e marc'had an arc'hant. Hervezo e c'halle hemañ kavout priz gwirion an traoù hep na vefe ezhomm d'ar Stad emellout . Ar c'hontrol an hini eo eo bet prouet gant an enkadenn evel-just. Alies a-walc'h e vez "dirasiaonel" emzalc'h an dud war ar marc'hadoù arc'hant. Neuze n'hall ket ar re-se chom hep bezañ reoliet.

Un hevelep tra a oa c'hoarvezet gant an armerzhourien a-raok an enkadenn 1929. Krediñ a rae dezho e oa difazi ar marc'had. War-lerc'h e oa arru John Maynard Keynes en doa hevelebet posterien ar Yalc'h ouzh tud o kemer perzh er c'henstrivadegoù pronostik da-geñver ur priz kened. Da lavaret peseurt plac'h a vefe dibabet e oant pedet. Da lavaret peseurt plac'h a oa kavet ar goantañ ganto o-unan, ne oant ket. Hevelep tra gant ar bosterien e-keñver kevrannoù an embregerezhioù feuriet er Yalc'h.

Tamm ha tamm dre ma rae berzh an ekonomiezh e oa ankouaet kelenn Keynes hag enkadenn 29. Ar "gKeynesianed" o-unan a oa en em lakaet da grediñ e oa reizh ar marc'had gozik bewech. Pa vez "rasiaonel" an traoù e c'haller drevezañ anezho gant modeloù matematik. Micherad an armerzh a zo bet dihentet, eme bPaul Krugman, abalamour da vezañ kemmesket ganto ar gwir hag ar c'haer ma oa o modeloù.

Ret dezho bremañ adsevel ar skiant armerzh war ar gwir : dirasiaonel e vez alies argerzh an obererien armerzh.

]]>
Wed, 16 Sep 2009 14:46:00 +0100
Muioc'h eget ur gador gozh ? http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/08/31/muioch-eget-ur-gador-gozh http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/08/31/muioch-eget-ur-gador-gozh Diouzh ar c'hiz eo an design neuze, med petra eo end-eeun ? D'ober un tamm anaoudegezh gant ar meizad-se en deus lakaet Mirdi an design London istor design ar c'hadorioù war e lec'hienn : ur c'hantvedad a gadorioù.

Tree trunk bench

Hag em fennad all ez eus anv eus kadorioù ivez. Betek p'emaoc'h kit da welet ar bajenn gouestlet d'hor c'henvroidi, ar vreudeur Bouroullec.

Algue by Ronan and Erwan Bouroullec Vitra HQ Basel

(Ne ket ur souezh e vez Breizhiz awenet gant ar bezhin !)

Darn a fell dezho e vefe roet ur ster ledanoc'h d'ar ger design. "Muioc'h eget ur gador gozh eo" eme Kreizenn an design Bro Danmark, "An design n'eo ket labour gant dafaroù e kroazlec'h etre ar stumm hag an arc'hwel hep mui ken. Implijet e vez  aliesoc'h alies evel un hentenn da ziskoulmiñ kudennoù kemplezh, organizañ argerzhoù labour hag optimizañ darempredoù etre an dud." Hag int o kinnig ur film berr da zisplegañ o mennozh. Marteze e kaviot ez eus re a vruderezh evit embregerezhioù Danmark e-barzh met kelennus a-walc'h eo.

PS : Meizout a ran eo ma holl liammoù e Saozneg. Ra vin digarezet gant ar re na lenn ket (c'hoazh) ar yezh-se. C'hoant 'm bije da dreiñ ar film berr e Brezhoneg, met e VP6 Flash Player eo. Setu n'hall ket bezañ lennet gant windows movie maker

Comments

]]>
Mon, 31 Aug 2009 20:52:24 +0100
An design mat a rank chom diraezus http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/08/25/an-design-mat-a-rank-chom-diraezus http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/08/25/an-design-mat-a-rank-chom-diraezus Emañ an design diouzh ar c'hiz. Brav eo ganin gwelet muioc'h mui a arrebeuri kaer mod nevez en ostalerioù, stalioù ... ha m.o.m.
Da skouer, e sal-gortoz ar stal ardivinkoù klevet a zarempredan:

IMGP2873

Gwelet e vez alies an design-mañ a zeu eus an XIXvet kantved pe a zo awenet gantañ :

IMGP2867_r

E MacDo An Oriant :

DSC00378

En Oriant c'hoazh 'm eus gwelet ar "van"-se (bruderezh digoust !) :

IMGP0338

e harz ranndioù nevez savet :

IMGP0337

Bez' ez eus meur a stal arrebeuri design em c'hêr c'henidig.

Ar gador-mañ em boa gwelet anezhi e rakprenestr stalig un hendraourez En Alre. Ne oa ket evit lavaret din piv oa an designour. Souezhet e oan an tamm ac'hanon e vefe lakaet un dra e gwerzh ganti hep na ouife he orin. ... Ha me n'em eus ket furchet c'hoazh :-)

DSC01175

Marylise Lebranchu, fellout a ra dezhi, a-hervez, e vo gwelet emañ Breizh war hanter gant traoù nevez. Setu, ar c'hadorioù-mañ a vez gwelet e Ti-Breizh e Paris :

DSC01129

Plijout a ra din bezañ er seurt endro p'emaon o veajiñ.

En aerborzh Billund e Bro Danmark :

DSC01116

E ti-gar St Pancras e London, bet adnevezet n'eus ket pell da zegemer an Eurostar :

DSC03176_rogné

A-benn ar fin, a-du emaon gant ar pezh a lavar IKEA (bruderezh digoust adarre !). Setu eo lakaet ar pennad-mañ e blog un armerzhour :

DSC01174

Comments

]]>
Tue, 25 Aug 2009 19:24:35 +0100
Gant piv emañ al lañs ? Gant Europa pe ar Stadoù Unanet ? http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/08/11/gant-piv-eman-al-lans-gant-europa-pe-ar-stadou-unanet http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/08/11/gant-piv-eman-al-lans-gant-europa-pe-ar-stadou-unanet Rebechet e oa d'ar Stadoù Unanet bezañ chomet hep sinañ feur-emglev Kyoto. Bremañ eo laouen an dud en deus lâret Obama e strivo evit ma vo savet ur feur-emglev mat e Kopenhag. Koulskoude darn en Europa a zo o chom war o c'hoant : re izel eo palioù ar SU evit digresk an dilaoskadennoù CO2, emezo. Mard emañ kont ar c'hiz-se, ne vo ket a-du ar broioù all ha ne vo tapet emglev ebet e kêr-benn Danmark.

Koulskoude pa'z eo gwelet an traoù eus a-dost ne vefe ket ken disheñvel-se strivoù ar SU diouzh re Europa.
Europa a ginnig 20% digresk a-benn 2020 e-keñver 1990 (*), gant youl da vont betek 30% ma ra ar broioù all memestra. Met 8% zo bet gouestlet dija da geñver Kyoto. Chom a ra 12% da ober eta. Ouzhpenn zo, mennet eo Europa da ober gant ar C'hredadoù CO2. Gounezet e vo ar re-se gant ar broioù pe an embregerezhioù a seveno er-maez eus Europa raktresoù hag a zigresko ar CO2. Pa vo dalc'het kont eus ar c'hredadoù-se, e chomo emichañs war-dro 5% digresk hepken da ober war dachennad Europa he-unan.
Ha 5% a zo dres an digresk a vefe graet gant ar SU, ma vefe kaset da benn danvez-lezenn Waxman-Markey a zo bet degemeret gant Kambr an Dileuridi hag a zo bremañ gwelet spis gant ar Sened. Da vihanañ hervez pezh a lavar ar WRI (World Resources Institute) anezhañ meizvod (think tank) amerikan.

(*) "Panel" Aozadur ar Broadoù Unanet evit an hin a erbed 20-40%.

Comments

]]>
Tue, 11 Aug 2009 20:22:22 +0100
Istor raned http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/08/06/istor-raned http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/08/06/istor-raned Eus ar ran bet lakaet en ur podad dour ez eus anv. Lakaet an tan dindan hag an dour o tommaat tamm ha tamm. Daoust dezhi bezañ en arvar da vezañ poazhet e chom ar ran da c'hortoz betek ma'z eo re ziwezhat.
An aotrou Paul Krugman, anezhañ Priz Nobel an armerzh diwezhañ, a zegas an istorig-se (e Saozneg) da soñj deomp. Kavout a ra dezhañ omp evel ar ran pa zaleomp da gemer an arbennigoù ret e-keñver tommadur an hin.
Evit gwir n'eo ket deuet c'hoazh ar stadoù a-benn da sevel ur ragemglev da vezañ sinet en emvod meur Kopenhag e miz Kerzu. Evel m'ouzoc'h, dizale ne dalvezo ket feur-emglev Kyoto ken. Ret e vo lakaat un all en e lec'h eta.
War-raok int aet an traoù koulskoude er G8 diwezhañ en Aquila. A-du emañ an izili evit ma vefe graet 50% digresk d'an dilaoskadennoù CO2 a-benn 2050 er bed a-bezh. D'o dilaoskadennoù o-unan e vefe graet 80% digresk.

Un emvod meur all a oa dalc'het war un dro en Aquila : hini ar "Major Economies Forum" a vod 15 bro (*). Hennezh eo savet a-du gant ar G8 evit ma vo dalc'het tommadur an hin en tu-mañ da zaou zerez. N'en deus ket asantet d'ar palioù evit an dilaoskadennoù CO2 avat. Broioù bras o tiorren, Bro India ha Bro Sina dreist-holl, a lavar ez eo gant ar broioù pinvidik ez eo bet graet al lodenn vrasañ eus an dilaoskad betek hen. Setu ret d'ar re-se kregiñ e-barzh ar c'hentañ ar gwellañ ha kemer palioù uhel a-walc'h evit digresk un tamm mat o dilaoskadennoù CO2 a-benn 2020. Hag ouzhpenn-se digoll ar broioù paour eus ar strivoù a vo goulennet diganto.

(*) MEF, "Major Economies Forum on energy and climate" a oa diazezet gant ar Stadoù Unanet dindan Prezidant Bush. An izili a zo : Aostrali, Brazil, Kanada, Sina, an UE, Frañs, Alamagn, India, Indonesia, Itali, Japan, Korea ar Su, Meksik, Rusi, Afrika ar Su, Breizh Veur hag ar  Stadoù Unanet.

Comments

]]>
Thu, 06 Aug 2009 13:58:35 +0100
Ar FAO : Ur miliard a dud a c'houzañv diwar an naon http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/06/23/ar-fao-ur-miliard-a-dud-a-chouzanv-diwar-an-naon http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/06/23/ar-fao-ur-miliard-a-dud-a-chouzanv-diwar-an-naon Gant gerioù all, bep seizhvet den a dremen gant e naon bemdez, eme ar FAO, anezhañ Aozadur ar Broadoù Unanet evit al labour-douar hag ar boued, en un danevell nevez embannet.

Hunger

N'eo ket, evel a-gent, un eost fall pe ur gwallreuz naturel a zo abeg. Enkadenn an armerzh an hini eo, eme ar FAO.
E 2009, an dud ez eus anezho 11% muioc'h gant an naon eget warlene.
Anv zo eus ur gwall veskaj etre an enkadenn armerzh hag ar geraouez zo war ar boued e meur a vro. Se en deus kaset 100 milion a dud ouzhpenn en dienez en ur ober bloaz.

650 milion a dud a zo ar gernez warno e broioù Asia ha Mor Habask, 265 milion en Afrika er c'hreizteiz d'ar Sahara, 50 milion en Amerika latin, e Reter-Kreiz hag en Afrika an Hanternoz.

Ouzhpenn-se ez eus 15 milion a dud da vihanañ hag a  zo o tioueriñ boued er broioù greantel pinvidik.

Un arvar a-bouez eo enkadenn ar boued evit ar peoc'h hag ar surentez er Bed, eme ar FAO.

Comments

]]>
Tue, 23 Jun 2009 10:24:56 +0100
Emañ yec'hed ar Bed en arvar http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/06/18/eman-yeched-ar-bed-en-arvar http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/06/18/eman-yeched-ar-bed-en-arvar Dilezet eo enkadenn ar yec'hed. Lampreg (*) eo ha ne ra ket kement a vrud ha stourmoù gwadek pe gwalldaolioù sponterezh. Setu n'eo ket damantet dezhi evel m'eo dleet.

Met ar c'hleñvedoù retolz evel an diabet, ar c'hrign-bev, klenvedoù ar galon pe ar gwazhennoù a lazh 96.000 den bemdez, pezh a zo 60% eus an holl marvioù er Bed.

Aon en deus Aozadur Bedel ar Yec'hed na greskfe an niverenn-se spontus er bloavezhioù o tont pa vo skoet ar broioù ar paourañ gant ar seurt kleñvedoù.

Kerkent ha 2015 e kemerint daou gement-all a vuhezioù evel an holl abegoù-mervel-all en ul lod.

Ur c'helenner war ar yec'hed etrevroadel, eus Bro Danmark, Ib Bygbjerg e anv, a damall kresk ar c'hleñvedoù-red retolz d'ar c'hêriekadur o vont d'an druilh-drask er broioù war ziorren pe en trede bed.

"Pa vezont o chom e kêr e vez diyac'hoc'h buhez an dud eget ma oa war ar maez ma c'hallent kaout frouezh ha legumaj, bananata el liorzh ha labourat er parkeier." emezañ

Shanty town outside Jo'burg

Evit diarbenn ar c'hleñvedoù-red retolz e erbed an Ao. Ib Bygbjerg e rafe al labour denegour war dro diorren ar c'hêrioù bras ivez, evit ma teuio ar re-se da vezañ yac'hoc'h o chom enno.

(*) insidieux

]]>
Thu, 18 Jun 2009 20:08:21 +0100
Seizh enkadenn hag a stummo an dazont http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/06/06/seizh-enkadenn-hag-a-stummo-an-dazont http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/06/06/seizh-enkadenn-hag-a-stummo-an-dazont Termofis

Enkadenn an arc'hant, ne vefe ket he-unan ha dizalc'h. Unan eus seizh enkadenn veur hollvedel e vefe. Ha stag-ha-stag ouzh ar re-se, eme "Mandag Morgen" anezhañ "Think-Tank" eus Bro Danmark.

An enkadennoù all a vefe : enkadenn an hin, enkadenn ar boued (pe gentoc'h enkadenn ar bevañ), enkadenn ar yec'hed, enkadenn ar baourentez, enkadenn an danvezioù hag enkadenn ar surentez.

E servij an embregerezhioù emañ Mandag Morgen evel-just. Setu ne dleomp ket bezañ e-sell e vo prezeget an digresk gantañ ! Med lavaret a ra d'an embregerezhioù eo grevus-tre stad an traoù. Tremen poent eo kregiñ e-barzh cheñchamantoù an hin. Aliañ a ra anezho da labourat a-zevri da ijinañ produioù ha servijoù nevez hag a sikouro ouzh diskoulmoù d'ar gudenn. Digollet e vint eus o foan rak oc'h ober evel-se, eme MM, e vo graet berzh ganto... d.l.e. gounid a vo !

Comments

]]>
Sat, 06 Jun 2009 12:53:03 +0100
Jedoniezh dic'hallus ar c'hresk http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/06/06/jedoniezh-dichallus-ar-chresk http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/06/06/jedoniezh-dichallus-ar-chresk Termofis

Ar jedoniezh-se a c'haller lenn en danevell bet nevez-embannet gant Kengor diorren padus -  Sustainable Development Commission - a zo anezhañ ensav kuzuliañ hag gwareziñ da c'houarnamant Breizh-Veur evit an diorren padus, anvet e izili gant ar c'hentañ maodiern e-unan.

Ar C'hengor a soñj dezhañ n'hall ket ar bed kendelc'her gant kresk an armerzh a zo bet betek-henn. D'en diskouez e ra gant ur formulenn a zo bet savet 40 vloaz zo gant Paul Ehrlich ha John Holdren :

I = P x A x T

E-lec'h m'eo

I  : skog obererezh mab-den war an endro (impact e saozneg),
P : ment ar poblañs,
A : gounid dre zen (affluence e saozneg)
T : faktor teknikel d.l.e. skog bep dollar zo dispignet

Pa vez anv eus daskemmoù muzuliet e %, e-lec'h ober gant an arouezenn al lieskementiñ "x", e c'haller ober gant an arouezennoù "mui" (+) pe "nemet" (-) :

I =P+A+T

Lakaomp eo kemeret skouer an hin hag an dilaoskadennoù CO2 e-pad an 20 bloavezh diwezhañ :

ar boblañs P a oa 1,3 % brasoc'h bep bloaz
ar gounid dre zen A a oa 1,4 % brasoc'h bep bloaz
an dilaoskadennoù CO2 dre zollar T a oa 0,7 % bihanoc'h bep bloaz

Daskemm bloaz (I) a oa neuze : 1,3 % + 1,4% - 0,7% = 2%. Setu I war-dro 40% brasoc'h hiziv eget e 1990. Ha 80% brasoc'h e vo e 2050 eget hiziv ma kendalc'h an traoù evel betek-henn.

Da dizhout ar pal bet erbedet gant "panel" Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) evit cheñchamentoù an hin, e vo ret d'an dilaoskadennoù CO2 (I) bezañ 4,9% bihanoc'h bep bloaz betek 2050.

Gant ur vartezeadenn izel e vo P, poblañs ar bed, 0,7% brasoc'h bep bloaz. Mar chom kresk ar gounid dre zen (A) evel m'emañ e vo ret d'an  dilaoskadenn CO2 dre zollar (T)  bezañ : 0,7 + 1,4 + 4, 9 = 7% bihanoc'h bep bloaz. D.l.e. digresk 10 gwezh buanoc'h eget hiziv ha bezañ 21 gwezh bihanoc'h e 2050 eget hiziv.

Ha c'hoazh gant ar jedadenn-se e chom dizingal prosperite pobloù ar bed.
Degas  ar gounid dre zen er broioù war ziorren  betek live Europa, ha pa chomfe digresk hemañ-diwezhañ, a choulennfe kresk A bezañ 3,6% ar bloaz. Dilaoskadennoù CO2 dre zollar a dlefe bezañ 9% bihanoc'h bep bloaz ha war-dro 50 gwezh bihanoc'h e 2050 eget hiziv.

Mar kendalc'hfe kresk gounid an Europeiz e vefe ret ouzhpenn 2% da gresk A.  Neuze e vefe ret kaout dilaoskadennoù CO2 dre zollar 11% bihanoc'h bep bloaz d.l.e. o rannañ dre 130 a-benn 2050, d.l.e. koazhañ anezho da hogozik netra.

N'eus diskoulm teknikel ebet d'ar seurt guden, eme ar C'hengor. Setu eñ o kinnig prederiañ war ar "prosperite hep kresk" ha reiñ an dro-lavar-se da ditl d'e zanevell.

Comments

]]>
Sat, 06 Jun 2009 10:59:14 +0100
farmsubsidy.org http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/05/18/farmsubsidyorg http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/05/18/farmsubsidyorg Termofis

Klevet hon doa e oa digempouez lodennañ skoaziad Europa d'al labour douar e Frañs. Ha reizhet un tamm bremañ : muioc'h a vo roet d'ar saverien loened e Breizh ha  nebeutoc'h d'ar broduerien ed en Enez-Frañs. Hag ar re-mañ diwezhañ oc'h ober trouz.

Ar "PAC" (politikerezh boutin al labour douar) a vo marc'hataet un adreizh dezhañ adarre e 2013. En arvar braz e vo an dro-se ur wezh ouzhpenn. Rak broioù zo - Brezh Veur en o zouez - a zo oc'h enebiñ outañ. Frañs a zo mennet  d'e zifenn. Pa yelo d'ar stourm e vo gwell dezhi neuze bezañ ken direbech ha ma c'hallo. Setu graet un tamm kempenn d'he leur-zi !

Embann roadur ar skoaziadoù zo gourc'hemennet d'ar broioù-ezel  gant Kengor Europa. Tu zo bremañ da c'houzout piv en deus bet pegement. Gwelet e vez sklaer an direizhderioù eta. Un dra a vroud da reizhañ anezho.

Tud zo hag o deus stourmet evit ma teufe an titourioù-se er-maez. En o zouez emañ ar re o deus savet al lec'hienn farmsubsidy.org. Gwelet e vez piv int amañ. Doare skoaz Europa d'al labour douar e Breizh a vez gwelet amañ hag amañ.

Comments

]]>
Mon, 18 May 2009 11:58:22 +0100
Gwasoc'h eget gortozet emañ an armerzh, hervez Jean-Claude Trichet http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/05/10/gwasoch-eget-gortozet-eman-an-armerzh-hervez-jean-claude-trichet http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/05/10/gwasoch-eget-gortozet-eman-an-armerzh-hervez-jean-claude-trichet Termofis

Dereat eo feur-ren Bank Kreiz Europa (BKE) en e live izelañ : 1%. Ha marteze e tigresko c'hoazh. Se a oa lavaret gant Jean-Claude Trichet en e emvod-kelaouiñ un devezh war-lerc'h bezañ digresket ar feur-ren eus 1,25% betek al live izel-istor a 1%. Gant se e c'hallo digreskoù all dont da vezañ divizet.

Emañ Eurobank e soñj prenañ euro-endalc'hennoù evit 60 miliard a euroioù.

War an dro e roio prestoù 12 mizvezh d'ar bankoù evit kreskiñ an arc'hant laosk war ar marc'had.

Kement-mañ a dle sikour armerzh an endro-euro da loc'hañ war-lerc'h ar washañ enkadenn abaoe an eil Brezel Bed. Gwasoc'h eget gortozet eo ar jeu.

"Emdroadur an armerzh a-hed trimiziad kentañ ar bloaz a oa gwasoc'h eget ma oa rakwelet e miz meurzh. Met seblant stabilaat zo ha pa vefe war ul live izel-gagn. Laouen e vo gant ar vevezerien e chomo stabil ar prizioù war ar grenn dermen, pezh a greñvao ar galloud-prenañ" eme Jean-Claude Trichet.

Comments

]]>
Sun, 10 May 2009 10:04:06 +0100
Mat ar jeu gant Vestas, ...hag eñ o tic'hoprañ 1900 den. http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/04/29/mat-ar-jeu-gant-vestas-hag-en-o-tichopran-1900-den http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/04/29/mat-ar-jeu-gant-vestas-hag-en-o-tichopran-1900-den Termofis

E Bro Danmark emaon evit ur miz. Diwar al lec'h m'emaon o chom e vez gwelet labouradeg Vestas en dremwel (an tired gwenn a weler en tu dehou ar skeudenn). Skeudenn Google amañ.

DSC03019

Produer rodoù-avel kentañ er bed eo Vestas. Gwelet e vez e lec'hienn amañ.

Emañ o paouez embann e gontoù evit trimiziad kentañ ar bloaz. Mat ar jeu ganto. Kadarnaet eo kengreadur 2009. Deuet eo a-benn an embregerezh da monañ(*) kevrannoù nevez evit 800 milion a euroioù gwerzhet diouzhtu-kaer.
Ha war an dro eo embannet gantañ e vo dic'hopret 1900 implijad ! 300 anezho amañ e Kêr Ringkøbing.

"Produet e vo e-lec'h ma vo an arvalien" eme rener ar c'hoskor. Ker ruz eo treuzkas ar rodoù-avel. Setu ret fardañ anezho tost a-walc'h d'al lec'h ma vint savet : e-michañs er bed a-bezh ha dreist-holl er Stadoù-Unanet hag e Bro-Sina. Europa a vo  pouezus ivez a-hervez. Met n'eus ket bet gwerzhet kement-se anezho a-nevez en Europa an hanternoz. Er bloavezh 2008 ne oa rakprenet rod-avel ebet e Bro Danmark. Setu ma vo dic'hopret 1275 den eno.

Trouz zo savet er vro. Un dra zo hag a zo souezus evidomp-ni Breizhiz : n'eus bet rebechet mann da Vestas. D'ar gouarnamant ne lavaran ket! Eñ an hini n'en deus roet lañs da raktres nevez ebet betek-hen hag ouzhpenn-se eo bet graet aesoc'h gantañ d'an dud da enebiñ outo.

Evit an deizioù e oa embannet e oa Bro Danmark ar muiañ a-du gant ar bedeladur e-touez broioù an AKDA(**). Daoust hag e chomo evel-se!

Difretet e vo tud e Breizh-Veur ivez. Pezh ne gomprenan ket mat rak mennet eo gouarnamant ar vro-se da broduiñ an drederenn eus an tredan dre rodoù-avel. Pezh zo bras-kenañ.
Nemed e vefe kemenet dezhañ : "n'ankounac'hait ket Vestas ! "

(*) monañ : émettre

(**) Aozadur Kenlabour ha Diorren Armerzhel (OCDE)

Comments

]]>
Wed, 29 Apr 2009 20:20:23 +0100
Hag e vo reolet ar fontoù kevala postañ ? http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/04/27/hag-e-vo-reolet-ar-fontou-kevala-postan http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/04/27/hag-e-vo-reolet-ar-fontou-kevala-postan  Termofis

("Fontoù Kevala Postañ" - FKP - "Private Equity Funds" e Saozneg pe "Fonds Capital Investissement" e Galleg)

Ar FKPoù a bren embregerezhioù hag a gav dezho e c'hallint gwellaat o askorusted. Goude bezañ graet e vez gwerzhet ar stalioù ganto gant gounid.
Peurliesañ e vez graet ar prenadennoù gant lodennoù vat a arc'hant amprestet. Setu lakaet an "efed loc'henn" brudet da dalvezout (displegadenn amañ).

Gant an enkadenn eo deuet diaesamantoù dezho.
Da gentañ :  izel eo priz ar c'hevrannoù en Eskemmdi. N'eus ket tu ken da adwerzhañ an ambregerezhioù gant gounid bep tro.
Da eil : aet e vez kengreadurioù an embregerezhioù war an digresk. Diaes e teu daskoriñ an amprestoù da vezañ. Setu lakaet an efed-loc'henn en arvar da vont war an tu fall.

Ouzhpenn zo.

War-bouez bezañ reolet emañ ar fontoù. Ur sturiad a vo kinniget er miz-mañ gant Kengor Europa. Gwir eo eo an "hedge funds" an hini eo a zo buket da gentañ. Met paket eo ar fontoù kevala ivez.
Broudet ar C'hengor gant Parlament Europa. E-touez difreterien hennezh emañ Poul Nyrup-Rasmussen, anezhañ Maodiern Kentañ kozh Bro Danmark ha bremañ  Prezidant Sosialisted Europa. Hag eñ enebour-touet d'ar fontoù kevala. Kemeret en doa bet penn "gwenodenn ar brezel" a-enep dezho abaoe ur pennad-mat . E brezegenn er bodad studi bet aozet gant Kengor Europa e miz C'hwevrer a zo kavet amañ (E Saozneg) a-gevred gant hini an Aotrou Jouyet a zo e Galleg.

Hemañ diwezhañ n'eo ket ken chalet-se gant ar fontoù kevala. Mat eo e zarempred gant an AFIC (Kevredigezh Frañs Kevala Postañ) war a seblant. Ha degemeret-mat gantañ an arc'hant lakaet en EBEoù* gant ar fontoù. Kalz a implijoù a vez savet mod-se, emezañ. An hedge funds an hini emañ war o lerc'h dreist-holl.
Diou dra zo goulennet gantañ :
- ma vo harzet dleoù an embregerezhioù prennet gant ar fontoù evit ma ne vo ket tu d'ar re-mañ d'o lakaat en arvar dre re efed loc'henn.
- ma vo savet ur "c'harbed" Europa nemetañ a vo graet dioutañ da arc'hantiñ an EBEoù a-dreuz Europa.

Nec'het eo Sindikat Europa ar fontoù evel-just. Gwelet e vez amañ o lizher d'an Aotrou Barroso.

Comments

]]>
Mon, 27 Apr 2009 13:35:34 +0100
An "efed loc'henn", petra eo ? http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/04/27/an-efed-lochenn-petra-eo http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/04/27/an-efed-lochenn-petra-eo Termofis

Lavaret e vez eo re efed loc'henn unan eus an abegoù d'an enkadenn. Seu mat gouzout petra eo.

Un doare da greskiñ askorusted an arc'hant postet eo ... pa ya mat an traoù gant ar postañ d'an nebeutañ. Pa ya fall e vez tu da goll kalz.

Gant ur skouerig e vo diskouezet mat emichañs.

Lakaomp em eus kavet tro da bostañ 100 hag e fin ar c'houlz em bo 110. Gounezet e vo 10 ganin neuze, d.l.e. 10% e vo askorusted ma fostañ.
Lakaomp bremañ, d'ober ar 100-se, e vo tennet 20 eus ma yalc'h-me hag amprestet ar peurest ganin : 80. Mar kavan da amprestiñ marc'hamat a-walc'h e vo lakaet an efed loc'henn da vont en-dro.

Lakaomp em eus kavet da amprestiñ e 5%. E fin ar c'houlz e vo ret din daskoriñ 80 + 5% x 80 = 84. Chom a ray ganin neuze : 110 - 84 = 26.
Setu me bezañ postet 20 ha dastumet 26. Deuet eo ar rendement da vezañ 6/20 = 30%
Setu me bezañ postet e 10% ha gounezet 30%.

Brav ar gounid neuze pa ya mat an traoù. Spontus ar c'holl pa'z eont fall.
Ma ya an embregerezh 'm eus postet ennañ da freuz-stal e vo kollet ar 80 amprestet ouzhpenn ma 20-me. Ha ret e vo din o taskoriñ eus ma yalc'h!

Comments

]]>
Mon, 27 Apr 2009 09:57:11 +0100
Ijinet ar stock-options ha digempouezet an triskell ganto. http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/03/31/ijinet-ar-stock-options-ha-digempouezet-an-triskell-ganto http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/03/31/ijinet-ar-stock-options-ha-digempouezet-an-triskell-ganto E Telerama (1) ez eus bet ur pennad kozh gant Paul Jorion, anezhañ armerzhour ha sokiologour. Gwelet e vez e vlog amañ.

"O vezañ ma'z on bet desket war ar skiantoù kalet e tamallan d'ar reizhiadoù kentoc'h eget d'an dud" emezañ
Eveltañ on. Setu sachet ma evezh war ar pezh a lavar diwar-benn ar Stock-Options : pouezus-dreist eo o roll er gevalaouriezh hervezañ. Hag eñ o kendelc'her :
Frankizourien eus Skol Chicago a ijinas anezho er bloavezhioù 70 evit lakaat renerien an embregerezhioù en tu gant ar gevrannerien.
Abaoe penn kentañ ar gevalaouriezh ez eus bet tri strollad tud ouzh he lakaat da vont en-dro : ar re a bost o arc'hant, ar re a embreger hag ar re a ra al labour. Stourm a raent o-tri etrezo da rannañ ar binvidigezh kenderc'het. Met abaoe ma'z eo kenlodek ar gevrannerien hag ar renerien emañ ar bec'h war ar c'hopridi.
Ha paz eo aet gounit al labour war gresk, nebeutoc'h eget hini ar c'hevala e oa memestra. Setu Sarkozy o lavar e vo savet ul lezenn war rannañ ar gwerzh ouzhpennet.

(1) Niverenn 3086, 14 a viz Meurzh

TermOfis

Comments

]]>
Tue, 31 Mar 2009 14:36:01 +0100
Kreskiñ pe reoliñ ? http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/03/24/kreskin-pe-reolin http://yannarmerzhour.nireblog.com/post/2009/03/24/kreskin-pe-reolin Pennoù-stad ar G20 a ya d'en em vodañ e Londrez d'an 2 a viz Ebrel.

Tri c'hraf a vo war roll an devezh :

- Emañ ar marc'hadoù arc'hant da stabilaat, evit ma c'hallo an tiegezhioù hag an embregerezhioù treuziañ an enkadenn.
- Emañ ar reizhiad arc'hant etrevroadel da vodernaat ha da greñvaat
- Emañ armerzh ar bed da vezañ heñchet war-du ur c'hresk yac'h

Ma emañ pep bro a-du gant roll an devezh n'emañ ket pep hini a-du pa vez kaoz eus ar c'hentañ-wellañ.

Mall zo war ar Stadoù Unanet adlakaat an armerzh da vont en-dro ar buanañ ar gwellañ. Ur bern arc'hant zo lakaet en o steuñv adlañsa.ganto. Hag emaint o paouez embann o steuñv evit disammañ ar bankoù diouzh o c'haoudoù pistri. Hag int da c'houlenn e vefe graet muioc'h gant an Europeiz war an dachenn-se.

Europa a fell dezhi sevel reolennoù evit ar bankoù hag an embregerezhioù arc'hant all. Nac'hañ a ra Bro-C'hall ha Bro Alamagn kenderc'hel gant an armerzh mod "angl ha saoz". Emañ Sarkozy ha Merkel o klask mataat ar gevalaouriezh arc'hant.  Hervez prezidant ar republik, dre adsevel galloud ar Stad an hini eo e vo graet, anat deoc'h.

Ha Breizh-Veur ? Karout a rafe mirout er City ur gennad arc'hant en e verzh, ha pa ne chomfe ket ken druz ar peuriñ gantañ ha kent. Un tamm reoliñ a vo mat d'adzegas fiziañs d'ar bostourien ha da gabestrañ ar c'hevezerezh diwar ar plasennoù arc'hant all. Emañ a-du gant berz ar baradozioù kemedel met c'hoant he deus e vije c'hoazh eus an hedge funds. Rak emañ ar peurvuiañ eus ar re europead e London. Setu he deus graet marc'had gant broioù all Europa da-geñver an emvod meur diwezhañ.

Pouezus e vo ar broioù all er G20 ivez evel-just : Bro-Vrazil, Bro India, Bro Sina ... Met n'ouzon ket c'hoazh petra eo o menoioù.

NB : Evit an noz eo bet embannet gant Obama e ya ar Stadoù Unanet da sevel un ajañs reoliñ nevez. Setu ! Gwelet e vo !

TermOfis

Comments

]]>
Tue, 24 Mar 2009 20:59:42 +0100